Preder

Harpet gant paeroned

Pepper&Carrot a zo ur raktres arc'hantet gant e baeroned nemetken, gant tud o tont eus pep lec'h er bed. Ur sammadig arc'hant a vez roet gant pep paeron evit kement rann nevez embannet, ha lakaet e vez o anv e dibenn ar rann nevez. A-drugarez d'an aozadur-mañ ez eo dizalc'h Pepper&Carrot ha ne vez morse saotret gant bruderezh.

skeudenn o taolenniñ ar baeroniezh

100% digoust, da viken

Kement endalc'had krouet ganin diwar-benn Pepper&Carrot a zo war al lec'hienn-mañ, digoust ha hegerz d'an holl. Doujañ a ran d'an holl : paour pe pinvidik. An holl endalc'hadoù ouzhpenn a ran evit va faeroned a vez embannet amañ ivez. Ne vo morse goulennet paeañ evit koumanantiñ da Pepper&Carrot pe evit kaout traoù nevez.

skeudenn o taolenniñ ur moger-paeañ

Mammenn digor hag aotreüs

Fellout a ra din reiñ ar gwir d'an dud rannañ, implij, sevel ha zoken gounid arc'hant gant al labour a grouan. An holl bajennoù, brastresoù hag endalc'had a zo savet a-drugarez da veziantoù frank war GNU/Linux, hag an holl vammennoù a zo war al lec'hienn-mañ, el lañser 'Mammennoù'. Gant ma vo meneget va anv – David Revoy - evel oberour e c'hallit hardizh ober un implij kenwerzhel, treiñ, sevel fan-art, moullañ, sevel filmoù, c'hoarioù video ha rannañ kement ha ma fell deoc'h.

skeudenn o taolenniñ ar media open-source

Dudi a-zoare evit an holl, e pep lec'h

Ur webcomic fentus graet evit an holl, a bep oad eo Pepper&Carrot. Ne vez kavet nep danvez revel na tamm feulster ebet. Digoust ha frank, ur skouer eo Pepper&Carrot eus pegen dreist ha dudius e c'hall ar sevenadur frank bezañ. Tremen a ran kalz amzer d'ober pep tra ervat, rak ne dalvez ket mammenn digor kement ha fall pe amatour dre ret. Er c'hontrol.

Cheñchomp penn d'ar vazh e bed ar bannoù-treset !

Ma vez nebeutoc'h a hanterourien etre an arzour hag al lennerien e paeit nebeutoc'h hag e c'hounezan muioc'h. Harpañ a rit ac'hanon war-eeun. Embanner/dasparzher/bruder ebet n'hall lakaat ac'hanon da cheñch Pepper&Carrot evit ma klotfe muioc'h gant o doare da sellet ar 'marc'had'.  . . . Ha ma c'hallfe un taol berzh e-unan kemmañ ur greanterezh en he fezh ? Klaskomp 'ta !

skeudenn: greanterezh ar bannoù-dreset VS skoazell patreon