Saffron: Un dra an hini a ranki ren da-unan-penn. Me ne c'hoarian ket an hanterourez, ha pa ve evit ur vignonez. Dalc'hmat e vez gwallfin da seurt troioù.. Pepper: Mar plij Safron.... Ne zeskan siseurt gant ma maeroned, ne reont nemet skouatiñ du-mañ, klemm gant o eskern kozh ha krozal ac'hanon ne vern ar pezh a rafen... Ne c'hallez tamm ebet dont da'm harpañ da gomz dezhe eus an dra-se?.... Saffron: Selaou, ur sorserez out, gra evel ur sorserez 'ta! Komz oute didroidell! Evel ur plac'h vras!. Mat eo, mat eo! Moarvat e c'hallan mont ganit da gomz oute....
Thyme: Penaos 'ta, ne zeskez netra?!. Bird: tiouit tiouit. tiouit tiouit. tiouit tiouit. tiouit tiouit. tiouit tiouit. Thyme: Ha n'out ket kalonek a-walc'h zoken evit dont d'en lavaret dimp da-unan-penn?!. Sound: Dao!. Thyme: Ma vefe gwell gant ma c'hein e tistagfen ur gentel serzh dit! Ha n'eo ket hepken unan sorsellerezh ma welez ar pezh a fell din lavaret!. Cayenne: Tin, paouez. Ar wirionez zo gante..
Cayenne: Mat e vefe dezhi mont da weladenniñ Eh, eh! Eus ar retañ eo e gelennadurezh. N'omp ket gwall yaouank ken hag ur c'houlz mat eo evit ur gentel.. Thyme: Ar Fur? Daoust ha n'int ket re yaouank c'hoazh evit kompren kement-se? Re yaouank evit petra!?. Pepper: Emaomp o vont! "Emaomp"?. Saffron: Mat, erru omp.. Thyme: Ho lezel a ran d'ober anaoudegezh gant ar Fur. E krec'h ar grav-mañ emañ. Prest oc'h da zeskiñ. ur gentel a-feson? Fur ar menez!.
Pepper: Prest!. Saffron: Me ivez!. Thyme: Mat, mat! Emzalc'h a-zoare!. Kit!. Pepper: Biskoazh!. Saffron: Un... UN EUZHVIL !. Pepper: GOÛT A RAEN!!! Ur pech eo! ARGAD!!!.
Pepper: GRAVITAS SPIRALIS !. Saffron: BRASERO INTENSIA !. Sound: Plaouf !. Thyme: Aaa, c'hwi tud yaouank, dalc'hmat gant ar c'hoant tagañ pep tra! Kentel ar Fur zo ober eveltañ! Pa n'a ket mui an traoù en o flaen, netra 'well eget ur gibelladenn! Mat eo ouzh hor poan-izili hag evit hoc'h elvaj !.... Pepper: Petra eo ar c'hentelioù-se avat!. Narrator: - ECHU -. Credits: 04/2016 - www.peppercarrot.com - Tresadennoù & Senario : David Revoy. Diwar hollved Hereva krouet gant David Revoy ha gant degasadennoù Craig Maloney. Divankañ gant Willem Sonke, Moini, Hali, CGand hag Alex Gryson.. Lañvaz: Creative Commons Attribution 4.0, Meziantoù: Krita, Blender, G'MIC, Inkscape en Ubuntu.
Credits: Pepper&Carrot zo digoust, mammenn-digor, ha sponsoret a-drugarez da vesenerezh al lennerien. Evit ar rann-mañ, trugarez d'ar 671 Mesen:. C'hwi ivez, deuit da vezañ mesen Pepper&Carrot e www.patreon.com/davidrevoy.