Cumin: Pepper avat... ..Deus war da giz... Pepper: KET! Mont a ran kuit!!. Ne gelennit ket gwir sorsellerezh ! Mont a ran!...da gêr sorserezed Ah!. Sound: Zoooch!.
Pepper: Mat, deomp da vro al loarioù o vont da guzh. Shichimi hor c'helenno evit mont e skol sorserezed Ah.. Carrot, kemer ar gartenn hag an nadoz-vor: re a goumoul zo ha ne ouzon ket da belec'h emaon o vont.. Writing: N. Pepper: BRENN! Strafuilh zo! DALC'H DA GROG!. Sound: BrrOoooOoo!!. Pepper: Tanfoeltr!!!.
Sound: KrrAch!!.
Pepper: Bez dichal-kaer, Carrot.... Cayenne: "Ur sell du a-zoare a vir ouzh kalzik a vreoù diezhomm!... ...Laka-i da blegañ. Suj-i !"Kai!!. Monster: Kai!!. Pepper: Me 'm befe kavet gwell deskiñ un toullad strobinelloù tagañ evel-just; petra 'ri.... Chaous... skubellenn 'bet ken na stalabard. Hir e vo an hent....
Carrot: Groo. Pepper: Aet on dinerzhet ivez... Deizioù zo n'hon eus debret tra.. Cumin: "Anavezout ar plant debradus? Bez' eo anavezout drammoù prest-ha-tout da derriñ e naon.". Pepper: Drammoù gwirion avat?... Ha desket he deus unanig din paneveken?.
Thyme: "Ur gwir sorserez a Gereustl n'he deus ezhomm eus kartenn nag eus nadoz-vor ebet dindan un oabl steredennet.". Pepper: ... me 'm befe kavet gwell ur gwir gentel divinerezh!. Kalon dit Carrot ! Sell, Erru omp!.
Pepper: ...n'eus ken. Gouzout a rez an istor a-bezh.. Shichimi: ...ha lavaret a rez din emaout amañ dre ma n'o deus desket netra dit?. Narrator: - ECHU -. Credits: 06/2016 - www.peppercarrot.com - Tresadennoù & Senario : David Revoy. Diwar hollved Hereva krouet gant David Revoy gant degasadennoù Craig Maloney. Divankadennoù gant Willem Sonke, Moini, Hali, CGand hag Alex Gryson.. Lañvaz: Creative Commons Attribution 4.0, Meziantoù: Krita, G'MIC, Inkscape en Ubuntu.
Credits: Pepper&Carrot zo digoust, mammenn-digor, ha sponsoret a-drugarez da vesenerezh al lennerien. Evit ar rann-mañ, trugarez d'ar 719 Mesen:. C'hwi ivez, deuit da vezañ mesen Pepper&Carrot e www.patreon.com/davidrevoy.