Oberour

Demat, David Revoy eo va anv. Un arzour gall ganet e 1981 on me. Desket em eus va-unan ha sot on gant an tresañ, al livouriezh, ar c'hizhier, an urzhiataerioù, ar sevenadur mammenn digor GNU/Linux, ar genrouedad, ar c'hoarioù-video RPG mod kozh, ar manga hag anime kozh, an arz hengounel, ar sevenadur japanat, ar moliac'h…

Goude bezañ bet 10 vloaz o labourat ma-unan el livouriezh niverel, en deskadurezh, en arz-meizad, er skeudenniñ, er renerezh-arzel, em eus divizet kregiñ gant va raktres din-me. Kavet em eus un doare da veskañ kement a laka birvilh ennon asambles ; hag an disoc'h a zo Pepper&Carrot.

Labourat a ran war ar raktres-mañ abaoe miz Mae 2014 ha sikouret on bet gant kalz a dud ha kalz a baeronien a-hed an amzer. Kavout a rit roll klok ar c'hreditoù war ar bajenn Lañvaz al lec'hienn.

My blog: www.davidrevoy.com
Ma fostel : info@davidrevoy.com


The philosophy of Pepper&Carrot

Harpet gant paeroned

Pepper&Carrot a zo ur raktres arc'hantet gant e baeroned nemetken, gant tud o tont eus pep lec'h er bed. Ur sammadig arc'hant a vez roet gant pep paeron evit kement rann nevez embannet, ha lakaet e vez o anv e dibenn ar rann nevez. A-drugarez d'an aozadur-mañ ez eo dizalc'h Pepper&Carrot ha ne vez morse saotret gant bruderezh.

Pepper and Carrot receiving money from the audience.

100% digoust, da viken

Kement endalc'had krouet ganin diwar-benn Pepper&Carrot a zo war al lec'hienn-mañ, digoust ha hegerz d'an holl. Doujañ a ran d'an holl : paour pe pinvidik. An holl endalc'hadoù ouzhpenn a ran evit va faeroned a vez embannet amañ ivez. Ne vo morse goulennet paeañ evit koumanantiñ da Pepper&Carrot pe evit kaout traoù nevez.

Carrot, locked behind a paywall.

Mammenn digor hag aotreüs

Fellout a ra din reiñ ar gwir d'an dud rannañ, implij, sevel ha zoken gounid arc'hant gant al labour a grouan. An holl bajennoù, brastresoù hag endalc'had a zo savet a-drugarez da veziantoù frank war GNU/Linux, hag an holl vammennoù a zo war al lec'hienn-mañ (boutonoù « Mammennoù ha Lañvaz » e-kichen pep media. Gallout a rit hardizh ober un implij kenwerzhel, treiñ, sevel fan-art, moullañ, sevel filmoù, c'hoarioù video ha rannañ kement ha ma fell deoc'h. Goulenn a ran diganeoc'h menegiñ anv an oberourien (arzourien, difazierien, troerien hag a labour evit ar yezh a fell deoc'h implijout), hag ivez lakaat ul liamm war-zu al lañvaz ha merkañ hag-eñ ez eus bet degaset kemmoù en oberenn. Ret eo deoc'h menegiñ an titouroù-se d'un doare poellek, hep lakaat da soñjal e vezit sikouret pe harpet gant an aozerien en doare hoc'h eus implijet o oberennoù. Evit muioc'h a ditouroù, lennit : Creative Commons Attribution 4.0 International license.
Example of derivatives possible.

Dudi a-zoare evit an holl, e pep lec'h

Ur webcomic fentus graet evit an holl, a bep oad eo Pepper&Carrot. Ne vez kavet nep danvez revel na tamm feulster ebet. Digoust ha frank, ur skouer eo Pepper&Carrot eus pegen dreist ha dudius e c'hall ar sevenadur frank bezañ. Tremen a ran kalz amzer d'ober pep tra ervat, rak ne dalvez ket mammenn digor kement ha fall pe amatour dre ret. Er c'hontrol.

Comic pages around the world.

Cheñchomp penn d'ar vazh e bed ar bannoù-treset !

Ma vez nebeutoc'h a hanterourien etre an arzour hag al lennerien e paeit nebeutoc'h hag e c'hounezan muioc'h. Harpañ a rit ac'hanon war-eeun. Embanner/dasparzher/bruder ebet n'hall lakaat ac'hanon da cheñch Pepper&Carrot evit ma klotfe muioc'h gant o doare da sellet ar 'marc'had'. Ha ma c'hallfe un taol berzh e-unan kemmañ ur greanterezh en he fezh ? Klaskomp 'ta !

Diagram: on the left-hand side, Carrot is losing money with many middle-men. On the right-hand side, the result is more balanced. Dont da vezañ paeron