- Title
- Rann 17: Un Deroù Nevez
- Cumin
- Pepper avat... ..Deus war da giz..
- Pepper
- KET! Mont a ran kuit!!
- Ne gelennit ket gwir sorsellerezh ! Mont a ran!...da gêr sorserezed Ah!
- Sound
- Zoooch!
- Pepper
- Mat, deomp da vro al loarioù o vont da guzh. Shichimi hor c'helenno evit mont e skol sorserezed Ah.
- Carrot, kemer ar gartenn hag an nadoz-vor: re a goumoul zo ha ne ouzon ket da belec'h emaon o vont.
- Writing
- N
- Pepper
- BRENN! Strafuilh zo! DALC'H DA GROG!
- Sound
- BrrOoooOoo!!
- Pepper
- Tanfoeltr!!!
- Pepper
- Bez dichal-kaer, Carrot...
- Cayenne
- "Ur sell du a-zoare a vir ouzh kalzik a vreoù diezhomm!... ...Laka-i da blegañ. Suj-i !"Kai!!
- Monster
- Kai!!
- Pepper
- Me 'm befe kavet gwell deskiñ un toullad strobinelloù tagañ evel-just; petra 'ri...
- Chaous... skubellenn 'bet ken na stalabard. Hir e vo an hent...
- Carrot
- Groo
- Pepper
- Aet on dinerzhet ivez... Deizioù zo n'hon eus debret tra.
- Cumin
- "Anavezout ar plant debradus? Bez' eo anavezout drammoù prest-ha-tout da derriñ e naon."
- Pepper
- Drammoù gwirion avat?... Ha desket he deus unanig din paneveken?
- Thyme
- "Ur gwir sorserez a Gereustl n'he deus ezhomm eus kartenn nag eus nadoz-vor ebet dindan un oabl steredennet."
- Pepper
- ... me 'm befe kavet gwell ur gwir gentel divinerezh!
- Kalon dit Carrot ! Sell, Erru omp!
- Pepper
- ...n'eus ken. Gouzout a rez an istor a-bezh.
- Shichimi
- ...ha lavaret a rez din emaout amañ dre ma n'o deus desket netra dit?
- Narrator
- - ECHU -
- Credits
- 06/2016 - www.peppercarrot.com - Tresadennoù & Senario : David Revoy
- Diwar hollved Hereva krouet gant David Revoy gant degasadennoù Craig Maloney. Divankadennoù gant Willem Sonke, Moini, Hali, CGand hag Alex Gryson.
- Lañvaz: Creative Commons Attribution 4.0, Meziantoù: Krita, G'MIC, Inkscape en Ubuntu
- Credits
- Pepper&Carrot zo digoust, mammenn-digor, ha sponsoret a-drugarez da vesenerezh al lennerien. Evit ar rann-mañ, trugarez d'ar 719 Mesen:
- C'hwi ivez, deuit da vezañ mesen Pepper&Carrot e www.patreon.com/davidrevoy