Un dra an hini a ranki ren da-unan-penn. Me ne c'hoarian ket an hanterourez, ha pa ve evit ur vignonez. Dalc'hmat e vez gwallfin da seurt troioù.
Pepper
Mar plij Safron...
Ne zeskan siseurt gant ma maeroned, ne reont nemet skouatiñ du-mañ, klemm gant o eskern kozh ha krozal ac'hanon ne vern ar pezh a rafen... Ne c'hallez tamm ebet dont da'm harpañ da gomz dezhe eus an dra-se?...
Saffron
Selaou, ur sorserez out, gra evel ur sorserez 'ta! Komz oute didroidell! Evel ur plac'h vras!
Mat eo, mat eo! Moarvat e c'hallan mont ganit da gomz oute...
Thyme
Penaos 'ta, ne zeskez netra?!
Bird
tiouit tiouit
tiouit tiouit
tiouit tiouit
tiouit tiouit
tiouit tiouit
Thyme
Ha n'out ket kalonek a-walc'h zoken evit dont d'en lavaret dimp da-unan-penn?!
Sound
Dao!
Thyme
Ma vefe gwell gant ma c'hein e tistagfen ur gentel serzh dit! Ha n'eo ket hepken unan sorsellerezh ma welez ar pezh a fell din lavaret!
Cayenne
Tin, paouez. Ar wirionez zo gante.
Cayenne
Mat e vefe dezhi mont da weladenniñ Eh, eh! Eus ar retañ eo e gelennadurezh. N'omp ket gwall yaouank ken hag ur c'houlz mat eo evit ur gentel.
Thyme
Ar Fur? Daoust ha n'int ket re yaouank c'hoazh evit kompren kement-se? Re yaouank evit petra!?
Pepper
Emaomp o vont! "Emaomp"?
Saffron
Mat, erru omp.
Thyme
Ho lezel a ran d'ober anaoudegezh gant ar Fur. E krec'h ar grav-mañ emañ. Prest oc'h da zeskiñ
ur gentel a-feson? Fur ar menez!
Pepper
Prest!
Saffron
Me ivez!
Thyme
Mat, mat! Emzalc'h a-zoare!
Kit!
Pepper
Biskoazh!
Saffron
Un... UN EUZHVIL !
Pepper
GOÛT A RAEN!!! Ur pech eo! ARGAD!!!
Pepper
GRAVITAS SPIRALIS !
Saffron
BRASERO INTENSIA !
Sound
Plaouf !
Thyme
Aaa, c'hwi tud yaouank, dalc'hmat gant ar c'hoant tagañ pep tra! Kentel ar Fur zo ober eveltañ! Pa n'a ket mui an traoù en o flaen, netra 'well eget ur gibelladenn! Mat eo ouzh hor poan-izili hag evit hoc'h elvaj !...
Pepper
Petra eo ar c'hentelioù-se avat!
Narrator
- ECHU -
Credits
04/2016 - www.peppercarrot.com - Tresadennoù & Senario : David Revoy
Diwar hollved Hereva krouet gant David Revoy ha gant degasadennoù Craig Maloney. Divankañ gant Willem Sonke, Moini, Hali, CGand hag Alex Gryson.