Header
Title
Rann 17: Un Deroù Nevez
Rann 17: Un Deroù Nevez, Page 1
Cumin
Pepper avat... ..Deus war da giz..
Pepper
KET! Mont a ran kuit!!
Ne gelennit ket gwir sorsellerezh ! Mont a ran!...da gêr sorserezed Ah!
Sound
Zoooch!
Rann 17: Un Deroù Nevez, Page 2
Pepper
Mat, deomp da vro al loarioù o vont da guzh. Shichimi hor c'helenno evit mont e skol sorserezed Ah.
Carrot, kemer ar gartenn hag an nadoz-vor: re a goumoul zo ha ne ouzon ket da belec'h emaon o vont.
Writing
N
Pepper
BRENN! Strafuilh zo! DALC'H DA GROG!
Sound
BrrOoooOoo!!
Pepper
Tanfoeltr!!!
Rann 17: Un Deroù Nevez, Page 3
Sound
KrrAch!!
Rann 17: Un Deroù Nevez, Page 4
Pepper
Bez dichal-kaer, Carrot...
Cayenne
"Ur sell du a-zoare a vir ouzh kalzik a vreoù diezhomm!... ...Laka-i da blegañ. Suj-i !"Kai!!
Monster
Kai!!
Pepper
Me 'm befe kavet gwell deskiñ un toullad strobinelloù tagañ evel-just; petra 'ri...
Chaous... skubellenn 'bet ken na stalabard. Hir e vo an hent...
Rann 17: Un Deroù Nevez, Page 5
Carrot
Groo
Pepper
Aet on dinerzhet ivez... Deizioù zo n'hon eus debret tra.
Cumin
"Anavezout ar plant debradus? Bez' eo anavezout drammoù prest-ha-tout da derriñ e naon."
Pepper
Drammoù gwirion avat?... Ha desket he deus unanig din paneveken?
Rann 17: Un Deroù Nevez, Page 6
Thyme
"Ur gwir sorserez a Gereustl n'he deus ezhomm eus kartenn nag eus nadoz-vor ebet dindan un oabl steredennet."
Pepper
... me 'm befe kavet gwell ur gwir gentel divinerezh!
Kalon dit Carrot ! Sell, Erru omp!
Rann 17: Un Deroù Nevez, Page 7
Pepper
...n'eus ken. Gouzout a rez an istor a-bezh.
Shichimi
...ha lavaret a rez din emaout amañ dre ma n'o deus desket netra dit?
Narrator
- ECHU -
Credits
06/2016 - www.peppercarrot.com - Tresadennoù & Senario : David Revoy
Diwar hollved Hereva krouet gant David Revoy gant degasadennoù Craig Maloney. Divankadennoù gant Willem Sonke, Moini, Hali, CGand hag Alex Gryson.
Lañvaz: Creative Commons Attribution 4.0, Meziantoù: Krita, G'MIC, Inkscape en Ubuntu
Rann 17: Un Deroù Nevez, Page 8
Credits
Pepper&Carrot zo digoust, mammenn-digor, ha sponsoret a-drugarez da vesenerezh al lennerien. Evit ar rann-mañ, trugarez d'ar 719 Mesen:
C'hwi ivez, deuit da vezañ mesen Pepper&Carrot e www.patreon.com/davidrevoy
Read 47 comments.