Cayenne: N'eus ket ezhomm ken da evezhiañ ouzhit pelloc'h... Laka douar 'ta war an holl zrammoù c'hwitet-se ha kae d'ar gêr an abretañ ar gwellañ da ziskuizhañ. Da welet oc'h ober tro-vat en ur fardañ unan warc'hoazh a vo un hunvre deuet da wir, piv 'oar!. Mat eo hastañ 'ran!. Pepper: Pa soñjan, petra eo se kaout c'hoant da zouarañ pep tra dalc'hmat? Ne vefe ket gwelloc'h ma... ma... PETRA ?. Cayenne: Ec'h an d'ar gêr..
Pepper: Eee... Gwir eo, n'on ket ur mailh... Ar bloaz-mañ avat eo iskis hol liorzh ken ez eo, ha ken gwir all eo gant kalzik a blant tro-dro an ti.. Writing: Hag evit ar merien, Traoù espar da vat a reont.. Neuze 'ta.... Pepper: Me 'gav din, ez eus trubuilhoù saotradur ganimp, ha ret e vefe puraat pep tra.... Selaou, dimezell C'hwitañ-'ran-ma-holl-drammoù, E Chaosah e touaromp hor c'hwitadennoù!. Cayenne: E-giz-se emañ kont abaoe nouspet biken warn-ugent ha ne reomp foeltr forzh eus ali MARI GLAZIOÙ ! Neuze, ro peoc'h ha KLEUZ !!. Moarvat out trelatet 'blam da'z kwiskamant Hippiah! Tomatez Berjinez.
Pepper: ...e touraomp hor c'hwitadennoù. abaoe nouspet biken warn-ugent. e-giz-se emañ. 'C'hanta YA!. Carrot: Alo, buanoc'h, Carrot!. Pepper: Zzzz.
Pepper: "A, kadour kaer melegan, alaouret e vlev!". "...Te a hent rouestl ma hunvreoù!". "...Te eo entropiezh ma deizioù o tont da vev.". Spontus eo ar pezh a c'haller deskiñ gant sorserezed hag a laka o holl c'hwitadennoù en douar! Bravat barzhoneg, mestrez Kayen!. Writing: Deizlevr Kayen.
Cayenne: Holl ac'hanomp hon eus c'hwitet traoù. N'on ket mui Kayen-hont he doa skrivet se. Douaret eo bet ar c'haier-mañ gant gwir abeg.. Pepper: .... Mat eo! Petra zo da lavaret diwar-benn se, hañ?. Writing: Un diboellerezh yaouankiz eo traken... Hag a-hend-all, n'eo ket diouzh da oad!. Thyme: Mm.... Pepper: Gwelet 'ran... N'oc'h ket lakaet diaes e gwirionez gant kement-se.... KAOSAH SUTRA gant Tin.
Pepper: An endro avat ! An natur ! N'eus bet nep diaester dimp betek-henn !. Cayenne: DON! N'hallomp ket kendelc'her da saotrañ pep tra evel-se hep na dennfe da vras!!! Sorserezed Kaosah omp! Hag hor c'hudennoù e touaromp anezhe Ne gavomp ket abeg er gizioù kozh!. Cumin: Sellit 'ta ar pezh emaon o paouez adkavout! N'on ket evit krediñ!. Penaos 'ta eo degouezhet amañ?. Emichañs emañ da gendoniañ, seniñ a ra mat c'hoazh avat..
Cumin: Gwer. Dir Ac'ha, ankouaet ar pozioù ganin !. Cayenne: Hep mar emañ ma levr kanaouennoù tu bennak amañ... Penaos e oa dija? Ka~Ka Ka, Kaooosah ! ...mat, neuze emaomp holl ali. Kemmet reolennoù Kaosah: hiviziken e tibabomp, e frikomp. Writing: hag ec'h atoromp pep tra!. PEP TRA!!!. Narrator: - ECHU -. Credits: 09/2016 - www.peppercarrot.com - Tresadennoù & Senario: David Revoy. Script doctor: Craig Maloney. Adlenn ha skoazell evit an divizoù: Valvin, Seblediacre et Alex Gryson. Awenet gant: "The book of secrets" by Juan José Segura. Diazezet war hollved Hereva krouet gant David Revoy gantdegasadennoù Craig Maloney. Difaziadennoù gant Willem Sonke, Moini, Hali, CGand hag Alex Gryson.. Lañvaz : Creative Commons Attribution 4.0, Meziantoù: Krita 3.0.1, Inkscape 0.91 en Arch Linux XFCE.
Credits: Pepper&Carrot zo digoust penn-da-benn, mammenn digor, ha sponsorizet a-drugarez da vesenerezh al lennerien. Evit ar rann-mañ, trugarez d'ar 720 Mesen:. C'hwi ivez, deuit da vezañ mesen da Pepper&Carrot e www.patreon.com/davidrevoy.