Cayenne: Pepper, lakaat a rez mezh da Gereustl.. Thyme: Ar wirionez zo gant Kayèn; ur sorserez a Gereustl dellezek eus hec'h anv a rank ober aon, ha lakaat an dud da sentiñ outi ha d'he doujañ.... Cumin: ...ha te, reiñ a rez gwestell ha te betek d'hor drouksperedoù*.... Note: * s.o rann 8: Gouel deiz-ha-bloaz Pepper.. Pepper: Hogen... ...Maeronezed....
Thyme: Pepper, bez' out donezonet, hag an hini nemeti da zont war hol lerc'h out ivez. Hon dever eo ober ac'hanout ur gwir sorserez drouk.. Pepper: Hogen... ne vennan ket bezañ drouk! Se zo ...se 'ya a-enep ma..... Cayenne: TAV DIMP !. ... pe e tennimp da holl c'halloudoù diganit! Hag adarre e vi an emzivadez vihan diot eus Toull ar Gwiñver.. Thyme: Koumin az ambrougo e pep lec'h hiviziken evit da gelenn ha evit grataat dimp e teuez a-benn.. Sound: Pof!. Cumin: Tadaaa!.
Cumin: Roue nevez Akren zo re guñv ha re vadelezhus ouzh e sujidi. Ar bobl a rank kaout aon rak he Roue.. Da gefridi gentañ zo mont da abafaat an unpenn-se evit e verat.. Ul levezon bras he deus ur gwir sorserez a Gereustl war ar re veur!.
Pepper: Roue?... ...ken yaouank ?!. A-oad e tleomp bezañ .... Cumin: Petra emaout o c'hortoz 'ta! Bec'h dezhi! Dihun-eñ, gra trouz dezhañ, gra aon dezhañ!.
Sound: Te ha me, damheñvel omp.... Pepper: yaouank.... hon-unan... ...bac'het etre krabanoù an tonkad. Dzzz.
Sound: ?!. Pepper: Arnodenn gentañ:. Sound: PEURC'HWITET!. Thyme: Pof! Fleuf ! Kalz a labour hon eus ganit Pepper.... Narrator: - ECHU -. Credits: 09/2015 - Tresadennoù & Senario : David Revoy.
Credits: Pepper&Carrot zo digoust, mammenn-digor, ha sponsoriset a-drugarez da vesenerezh al lennerien, evit ar rann-mañ, trugarez d'ar 502 Mesen :. C'hwi ivez, deuit da vezañ ur mesen eus Pepper&Carrot evit ar rann a zeu war https://www.patreon.com/davidrevoy. Lanvaz : Creative Commons Menegoù 4.0 Mammennoù : e www.peppercarrot.com Meziantoù : treset eo bet ar rann-mañ 100% gant meziantoù frank Krita 2.9.6, G'MIC 1.6.5.2, Inkscape 0.91 sur Linux Mint 17.