Cayenne: Drammoù dirollañ da c'hoarzhin,. drammoù pezh-blevad,. dramm boulloù flaer,. dramm drant-ha-seder,. dramm mogedennus.... ... ha kement zo!. Pepper: Gouzout a ran: "Ur-gwir-sorserez-a-Gereustl ne-dle-ket-ober-seurt-drammoù".. Sound: Kling Klang Klong. Cayenne: Ya. Ha kalz gwelloc'h eo evel-se.. Dav eo din mont da varc'had Komona. Kement-se holl a dle steuziañ kuit ganit e-keit ne vin ket amañ; Trist e vefe ma c'hoarife ebeulien vihan gant an traoù-se..
Pepper: Steuziañ kuit? Aes! Youc'hou!. Sound: Ziooum!. Pepper: C'hwitell!. Douarañ holl ?! Kemer a ray eurvezhioù hep komz eus ar c'hlogorennoù da'm daouarn!. Sound: Poum.
Pepper: "Hag arabat ober gant an hudouriezh dreist-holl. Ne ra ket ur gwir sorserez a Gereustl gant an hudouriezh evit labourioù pemdez.". Grrr !. CARROT! Seizhvet levr a Gereustl: "ar C'herc'hellveazioù"... ...diouzhtu-dak!. Ec'h an da ziskouez dezhañ petra eo ur gwir sorserez a Gereustl, d'ar c'hozh vida-se!. Sound: Tam Tam.
Pepper: GURGES ATER !. Sound: VROOoooooooooo. Cayenne: ... Un toull du a Gereustl?!.... Pepper: ?!. Cayenne: ... Evel-se e komprenez: "arabat ober gant an hudouriezh"?. Pepper: ... Eee... Ne dlefec'h ket bezañ war ar marc'had?. Cayenne: Nann 'vat! Ha gant gwir abeg; n'eus ket tu da'z lezel hep na vefes dindan evezh!.
Sound: wooowoowoowoo. Cayenne: Tolz teusk! Kerc'hellvaez orgemmel gwan! Re vihan eo an amestez kelc'hiek stabil diwezhañ zoken! Tra ma vefe bet plaen an traoù gant un dremmwel-an-darvoudoù un neudenn brasoc'h!. Sound: Bam. wooowoowoowoo. Cayenne: ?! Ha setu : Hogos pep tra zo o vont da gerc'hellañ en amestez stabil pe er poentoù Lagrange hag o vont da gendelc'her da nijal tro-dro.. Carrot: ...Ha sell 'ta..
Credits: https://www.patreon.com/davidrevoy. Pepper&Carrot zo digoust, mammenn-digor, ha sponsoret a-drugarez da vesenerezh al lennerien. Evit ar rann-mañ, trugarez d'ar 575 Mesen : Lanvaz: Creative Commons Attribution 4.0 Mammennoù : e www.peppercarrot.com Meziantoù : ar rann-mañ zo bet treset 100% gant meziantoù frank Krita 2.9.8, Inkscape 0.91, Blender 2.71, GIMP 2.8.14, G'MIC 1.6.7 war Linux Mint 17. C'hwi ivez, deuit da vezañmesen Pepper&Carrot evit ar rann a zeu war.