Header
Title
Rann 21: Ar genstrivadeg hudouriezh
Rann 21: Ar genstrivadeg hudouriezh, Page 1
Writing
Da heul goulenn an holl, Komona a ginnig deoc'h ar Genstrivadeg Hudouriezh
Priz bras a 50 000Ko
Evit an taol hudouriezh bamusañ ! Mont-tre : 150Ko Aren nevez bras-meurbet ha suraet Komona Debennak, 10 Loarnij
PEDADENN ZIBAR
Pepper
Prest on! Ata, Carrot. Deomp dezhi!
Rann 21: Ar genstrivadeg hudouriezh, Page 2
Pepper
Ken sur atav ne fell ket deoc'h dont ganimp ?
Cayenne
Hag ez omp. Strobinellerezh a reomp e Kaosah, n'eo ket diduamantoù!
Writing
KOMONAZETENN
DIGORADUR AN AREN NEVEZ HIZIV
ANNEZIDI CHALET GANT O ZAOSOÙ
PEURWERZHET AN TIKEDOÙ : UN TAOL BERZH KAER !
TENNDERIOÙ POLITIKEL E TIRIAD AH
ALOUBET 80% EUS AN TIRIADOÙ GANT AH
LEMM EO HO LAGAD !
Pepper
Trugarez da'm lezel da gemer perzh! Gounit 'vin! M'en tou! Ken fenoz!
Sound
Drao!
Cayenne
...
Rann 21: Ar genstrivadeg hudouriezh, Page 3
Mayor of Komona
Evel Maer Komona, disklêriañ a ran digor eil Kenstrivadeg Vras an Hudouriezh!
Audience
Stlak
Mayor of Komona
Goût a ran e oa mall warnoc'h arvestiñ an abadenn-se! Trugarez da vezañ deuet eus pevar c'horn Hereva evit gwelet hon aren bras peursuraet!
Lavaromp bremañ piv eo ar c'henstriverezed!
Carrot
ZZZ...
Pepper
Carrot?! Petra 'maout oc'h ober?! Dihun 'ta! Krog eo! Hag emañ an holl o sellet ouzhimp!
Sound
Tok !
Rann 21: Ar genstrivadeg hudouriezh, Page 4
Mayor of Komona
Dalc'hiad eus hudouriezh, a gas a varv da vev, eus "Zombiah", un enor eo dimp degemer... KORIANDREZ!
Audience
Stlak
Mayor of Komona
Al loened hag ar plant n'o deus kevrin ebet evit ar sorserez eus Hippiah! Stlakit en ho taouarn evit... Abranwenn!
Ha bremañ, gras da ampartiz teknikourien Komona, setu, evit ar wech kentañ er bed...
Sound
Flap !
Mayor of Komona
...ur sorserez eus don ar mor hag a oar hudouriezh spontus eus "Akwah" ! SPIRULIN!
Pepper
Akwah?! Amañ?! Biskoazh!
Rann 21: Ar genstrivadeg hudouriezh, Page 5
Carrot
Groooo
Pepper
Carrot! Dimp-ni e vo a-benn nebeut! Chom sirius 'ta! Truez! Hirie hepken!
Mayor of Komona
Sorserez ganti hudouriezh speredel hag askezek "Ah", degemeromp gant plijadur... SHICHIMI !
Audience
Stlak
Pepper
Carrot! NANN!!!
Rann 21: Ar genstrivadeg hudouriezh, Page 6
Mayor of Komona
Bremañ, setu tro ar berzhiadez kevrinus, lakaet dizanv er roll evit dileuriañ hudouriezh flamm "Magmah"...
Sound
Flap!
Mayor of Komona
O! Nag ur souezh! Ya, hi an hini eo! Bez' ez eo... SAFRON !
Sound
Plaouf!
Mayor of Komona
Ha! Evit doare ez eus bec'h gant ur berzhiadez dija!
Audience
C'ha!
Mayor of Komona
Dimezell!! Teurvezit distreiñ d'ho plas!!
Pepper
Caaarrott! NANN!
Sound
Dzing !
Pepper
?!
Sound
Draouf!
Rann 21: Ar genstrivadeg hudouriezh, Page 7
Pepper
C'ha-c'ha! Trugarez, Spirulin! Ha digarez...
'Vont da b'lec'h 'maout?! DEUS 'MAÑ!
Mayor of Komona
Hem! Setu 'ta hor perzhiadez diwezhañ, ganti hudouriezh... eee... n'haller ket doareañ, "Kaosah"... PEPPER !
hag hi gouenerez veur ar genstrivadeg drammoù, Divizet hon eus reiñ dezhi ur plas eus ar c'hentañ!
Pepper
?!...
Mayor of Komona
End-eeun, bez' e vo...
... lod en hor bodad barn !
Sound
Bañw
Audience
Stlak Stlak Stlak Stlak Stlak
Writing
Kenstrivadeg Hudouriezh Bodad Barn Kefridiel
Pepper
Youc'hou.
Writing
Queen Aiel
Pepper
Lord Azeirf
Narrator
Da heul...
Rann 21: Ar genstrivadeg hudouriezh, Page 8
Credits
02/2017 - www.peppercarrot.com - Tresadennoù & Senario: David Revoy
Brainstorming : Craig Maloney, Quiralta, Nicolas Artance, Talime et Valvin.
Gwellaat an divizoù: Craig Maloney, Jookia, Nicolas Artance et Valvin.
Trugarekadennoù : skipailhInkscape ha dreist-holl Mc.
Diazezet diwar bed Hereva krouet gant David Revoy gant degasadennoù Craig Maloney. Divankadennoù Willem Sonke, Moini, Hali, CGand hag Alex Gryson.
Meziantoù : Krita 3.2.1, Inkscape 0.91 war Linux Mint 18.1 XFCE
Lañvaz : Creative Commons Attribution 4.0
C'hwi ivez, deuit da vezañ mesen da Pepper&Carrot e www.patreon.com/davidrevoy
Pepper&Carrot zo digoust penn-da-benn, mammenn digor, ha sponsorizet a-drugarez da vesenerezh al lennerien. Evit ar rann-mañ, trugarez d'ar 816 Mesen:
Read 41 comments.