- Title
- Rann 22: An doare da vouezhiañ
- Mayor of Komona
- hor c'henstrivadeg veur a hudouriezh a c'hall kregiñ bremañ!
- Writing
- Kenstrivadeg Hudouriezh
- Mayor of Komona
- Hag a-drugarez d'hon ijinourien zibar e c'hallot-c'hwi ivez kemer perzh!
- End-eeun, mignoned kaezh, bamit dirak an tammoù burzhud teknologel a vo roet deoc'h gant hon ostizezed!
- Gant ar bouton gwer e roit ur poent d'ur sorserez, Gant ar bouton ruz e lamit unan : deoc'h-c'hwi da zibab!
- « Hag ar bodad barn 'ta ? », emezit-hu. Bezit dichal, soñjet hon eus e pep tra!
- Da bep hini anezhe e vo roet ur glozenn ispisial, gouest da reiñ pe da lemel kant poent en un taol!
- Pepper
- Arsa!
- Mayor of Komona
- Ha kaeroc'h zo, Ar c'hontoù a zeuy war-wel, war-eeun, a-us da benn ar perzhiadezed!
- Writing
- 1337
- Mayor of Komona
- An teir sorserez o devo ar muiañ a boentoù a yelo d'ar gourfenn!
- Hag e dibenn ar gourfenn-se ez ay gant ar sorserez wellañ ar sammad bravik a… …50 000 Ko !
- Audience
- Stlak
- Audience
- Stlak
- Carrot
- Tap
- Pepper
- Un doare votiñ plijus! Neketa, Carrot ?
- Nevez… Bourrus… Demokratel… …an doare peurvat, na petra 'ta!
- Echu gant an arbennigourien da varn pegen mat eo! Pebezh araokadenn! En ur mare burzhudus emaomp o vevañ!
- Mayor of Komona
- Pep a glozenn zo ganeoc'h?
- Audience
- Dreist!
- Ya! !
- Ya!
- Ya! !
- Ya! !
- Mayor of Komona
- Mat! Ha bremañ… BEC'H DE'I!!
- Mayor of Komona
- Ha da Abranwenn eo da reiñ lañs dezhi!
- Sound
- Dgiiioo…
- Camomile
- SYLVESTRIS !
- Sound
- Bam !
- Audience
- Tap Tap Tap Tap Tap Tap Tap
- Writing
- 5861
- Mayor of Komona
- Ur gont eus ar c'hentañ gant Abranwenn! Bremañ eo tro Shichimi !
- Audience
- Stlak
- Shichimi
- LUX…
- Sound
- Fiiiiiiic'h!!
- Shichimi
- MAXIMA!
- Audience
- Aah!!
- Hiii!!
- Ma daoulagad!!!
- Houou! Bouuh!
- Pepper
- Carrot… Ro dezhi ur biz-meud gwer evelkent, hor mignonez eo…
- Carrot
- Tap
- Audience
- Houou ! Bouh !
- Writing
- -42
- Mayor of Komona
- A, evit doare n'eo ket bet plijet dreist an arvesterien gant an taol "skedus"-se! Tro Spirulin eo bremañ!
- Audience
- Houou! Bouh! Houou! Hou!
- Spirulina
- RELEASUS KRAKENIS!
- Sound
- Wwwloo!
- Ploudouf!
- Writing
- 6225
- Mayor of Komona
- Brav! Galloudek! Da gentañ emañ Spirulin bremañ! Koriandrez, deoc'h-c'hwi!
- Spirulina & Durian
- Tap
- Audience
- Stlak
- Coriander
- MORTUS REDITUS!
- Sound
- Groowooo!
- Writing
- 2023
- Mayor of Komona
- A, war a hañval aet eo ar skeledennoù er-maez a c'hiz… Tro hor Safran kaezh eo!
- Saffron
- Grrr! N'eus ebet a ober gwashoc'h eget Spirulin-se! Poent eo ober diouzh ma seizh gwellañ!
- Tec'h, Gwennfri!
- Sound
- Frrrshh!
- Frrrshh!
- Krchh !
- Truffel
- Mia!
- Saffron
- SPIRALIS
- FLAMAaaaaaaa!
- Sound
- Frrroooochh!
- Ziiiiiiiiiiip
- Frrrh!
- Bañw!
- Saffron
- ?!!
- Sound
- Frrrh!
- Frrrh!
- Saffron
- Iiiiiiiiii!!
- Saffron
- Nann 'at… Mezh din!
- Audience
- Stlak
- Saffron
- ?!
- Writing
- 14 849
- Pepper
- Tap
- Lord Azeirf
- Tap Tap Tap
- Writing
- 18 231
- Mayor of Komona
- Mar plij ganeoc'h, mar plij ganeoc'h! Chomit peoc'h! Shichimi ha Koriandez zo skarzhet!
- Abranwenn, Spirulin ha Safron a yelo d'ar gourfenn eta!
- Mayor of Komona
- Dimezelled, prest oc'h evit an amprouenn ziwezhañ?
- Deoc'h da c'hoari!
- Writing
- 15 703
- 19 863
- 13 614
- Audience
- Stlak
- Sound
- Poum !
- Pepper
- Dislavarout a ran kement am eus bet lavaret war ar reizhad-se.
- Lord Azeirf
- Tap Tap Tap
- Narrator
- - ECHU -
- Credits
- 05/2017 - www.peppercarrot.com - Tresadennoù & Senario : David Revoy
- Gwellaat an divizoù: Nicolas Artance, Valvin
- Diazezet war bed Hereva faltaziet gant David Revoy gant degasadennoù Craig Maloney. Divankañ gant Willem Sonke, Moini, Hali, CGand ha Alex Gryson.
- Meziantoù: Krita 3.1.3, Inkscape 0.92.1 e Linux Mint 18.1
- Lañvaz: Creative Commons Attribution 4.0
- Pepper&Carrot zo frank penn-da-benn, mammenn digor, ha sponsorizet a-drugarez da vesenerezh al lennerien. Evit ar rann-mañ, trugarez d'ar 864 Mesen:
- C'hwi ivez, deuit da vezañ mesen da Pepper&Carrot e www.patreon.com/davidrevoy