Writing: Da heul goulenn an holl, Komona a ginnig deoc'h ar Genstrivadeg Hudouriezh. Priz bras a 50 000Ko. Evit an taol hudouriezh bamusañ ! Mont-tre : 150Ko Aren nevez bras-meurbet ha suraet Komona Debennak, 10 Loarnij. PEDADENN ZIBAR. Pepper: Prest on! Ata, Carrot. Deomp dezhi!.
Pepper: Ken sur atav ne fell ket deoc'h dont ganimp ?. Cayenne: Hag ez omp. Strobinellerezh a reomp e Kaosah, n'eo ket diduamantoù!. Writing: KOMONAZETENN. DIGORADUR AN AREN NEVEZ HIZIV. ANNEZIDI CHALET GANT O ZAOSOÙ. PEURWERZHET AN TIKEDOÙ : UN TAOL BERZH KAER !. TENNDERIOÙ POLITIKEL E TIRIAD AH. ALOUBET 80% EUS AN TIRIADOÙ GANT AH. LEMM EO HO LAGAD !. Pepper: Trugarez da'm lezel da gemer perzh! Gounit 'vin! M'en tou! Ken fenoz!. Sound: Drao!. Cayenne: ....
Mayor of Komona: Evel Maer Komona, disklêriañ a ran digor eil Kenstrivadeg Vras an Hudouriezh!. Audience: Stlak. Mayor of Komona: Goût a ran e oa mall warnoc'h arvestiñ an abadenn-se! Trugarez da vezañ deuet eus pevar c'horn Hereva evit gwelet hon aren bras peursuraet!. Lavaromp bremañ piv eo ar c'henstriverezed!. Carrot: ZZZ.... Pepper: Carrot?! Petra 'maout oc'h ober?! Dihun 'ta! Krog eo! Hag emañ an holl o sellet ouzhimp!. Sound: Tok !.
Mayor of Komona: Dalc'hiad eus hudouriezh, a gas a varv da vev, eus "Zombiah", un enor eo dimp degemer... KORIANDREZ!. Audience: Stlak. Mayor of Komona: Al loened hag ar plant n'o deus kevrin ebet evit ar sorserez eus Hippiah! Stlakit en ho taouarn evit... Abranwenn!. Ha bremañ, gras da ampartiz teknikourien Komona, setu, evit ar wech kentañ er bed.... Sound: Flap !. Mayor of Komona: ...ur sorserez eus don ar mor hag a oar hudouriezh spontus eus "Akwah" ! SPIRULIN!. Pepper: Akwah?! Amañ?! Biskoazh!.
Carrot: Groooo. Pepper: Carrot! Dimp-ni e vo a-benn nebeut! Chom sirius 'ta! Truez! Hirie hepken!. Mayor of Komona: Sorserez ganti hudouriezh speredel hag askezek "Ah", degemeromp gant plijadur... SHICHIMI !. Audience: Stlak. Pepper: Carrot! NANN!!!.
Mayor of Komona: Bremañ, setu tro ar berzhiadez kevrinus, lakaet dizanv er roll evit dileuriañ hudouriezh flamm "Magmah".... Sound: Flap!. Mayor of Komona: O! Nag ur souezh! Ya, hi an hini eo! Bez' ez eo... SAFRON !. Sound: Plaouf!. Mayor of Komona: Ha! Evit doare ez eus bec'h gant ur berzhiadez dija!. Audience: C'ha!. Mayor of Komona: Dimezell!! Teurvezit distreiñ d'ho plas!!. Pepper: Caaarrott! NANN!. Sound: Dzing !. Pepper: ?!. Sound: Draouf!.
Pepper: C'ha-c'ha! Trugarez, Spirulin! Ha digarez.... 'Vont da b'lec'h 'maout?! DEUS 'MAÑ!. Mayor of Komona: Hem! Setu 'ta hor perzhiadez diwezhañ, ganti hudouriezh... eee... n'haller ket doareañ, "Kaosah"... PEPPER !. hag hi gouenerez veur ar genstrivadeg drammoù, Divizet hon eus reiñ dezhi ur plas eus ar c'hentañ!. Pepper: ?!.... Mayor of Komona: End-eeun, bez' e vo.... ... lod en hor bodad barn !. Sound: Bañw. Audience: Stlak Stlak Stlak Stlak Stlak. Writing: Kenstrivadeg Hudouriezh Bodad Barn Kefridiel. Pepper: Youc'hou.. Writing: Queen Aiel. Pepper. Lord Azeirf. Narrator: Da heul....
Credits: 02/2017 - www.peppercarrot.com - Tresadennoù & Senario: David Revoy. Brainstorming : Craig Maloney, Quiralta, Nicolas Artance, Talime et Valvin.. Gwellaat an divizoù: Craig Maloney, Jookia, Nicolas Artance et Valvin.. Trugarekadennoù : skipailhInkscape ha dreist-holl Mc.. Diazezet diwar bed Hereva krouet gant David Revoy gant degasadennoù Craig Maloney. Divankadennoù Willem Sonke, Moini, Hali, CGand hag Alex Gryson.. Meziantoù : Krita 3.2.1, Inkscape 0.91 war Linux Mint 18.1 XFCE. Lañvaz : Creative Commons Attribution 4.0. C'hwi ivez, deuit da vezañ mesen da Pepper&Carrot e www.patreon.com/davidrevoy. Pepper&Carrot zo digoust penn-da-benn, mammenn digor, ha sponsorizet a-drugarez da vesenerezh al lennerien. Evit ar rann-mañ, trugarez d'ar 816 Mesen:.