Mayor of Komona: hor c'henstrivadeg veur a hudouriezh a c'hall kregiñ bremañ!. Writing: Kenstrivadeg Hudouriezh.
Mayor of Komona: Hag a-drugarez d'hon ijinourien zibar e c'hallot-c'hwi ivez kemer perzh!. End-eeun, mignoned kaezh, bamit dirak an tammoù burzhud teknologel a vo roet deoc'h gant hon ostizezed!. Gant ar bouton gwer e roit ur poent d'ur sorserez, Gant ar bouton ruz e lamit unan : deoc'h-c'hwi da zibab!. « Hag ar bodad barn 'ta ? », emezit-hu. Bezit dichal, soñjet hon eus e pep tra!. Da bep hini anezhe e vo roet ur glozenn ispisial, gouest da reiñ pe da lemel kant poent en un taol!. Pepper: Arsa!.
Mayor of Komona: Ha kaeroc'h zo, Ar c'hontoù a zeuy war-wel, war-eeun, a-us da benn ar perzhiadezed!. Writing: 1337. Mayor of Komona: An teir sorserez o devo ar muiañ a boentoù a yelo d'ar gourfenn!. Hag e dibenn ar gourfenn-se ez ay gant ar sorserez wellañ ar sammad bravik a… …50 000 Ko !. Audience: Stlak.
Audience: Stlak. Carrot: Tap. Pepper: Un doare votiñ plijus! Neketa, Carrot ?. Nevez… Bourrus… Demokratel… …an doare peurvat, na petra 'ta!. Echu gant an arbennigourien da varn pegen mat eo! Pebezh araokadenn! En ur mare burzhudus emaomp o vevañ!. Mayor of Komona: Pep a glozenn zo ganeoc'h?. Audience: Dreist!. Ya! !. Ya!. Ya! !. Ya! !. Mayor of Komona: Mat! Ha bremañ… BEC'H DE'I!!.
Mayor of Komona: Ha da Abranwenn eo da reiñ lañs dezhi!. Sound: Dgiiioo…. Camomile: SYLVESTRIS !. Sound: Bam !. Audience: Tap Tap Tap Tap Tap Tap Tap.
Writing: 5861. Mayor of Komona: Ur gont eus ar c'hentañ gant Abranwenn! Bremañ eo tro Shichimi !. Audience: Stlak. Shichimi: LUX…. Sound: Fiiiiiiic'h!!. Shichimi: MAXIMA!. Audience: Aah!!. Hiii!!. Ma daoulagad!!!. Houou! Bouuh!. Pepper: Carrot… Ro dezhi ur biz-meud gwer evelkent, hor mignonez eo…. Carrot: Tap. Audience: Houou ! Bouh !. Writing: -42. Mayor of Komona: A, evit doare n'eo ket bet plijet dreist an arvesterien gant an taol "skedus"-se! Tro Spirulin eo bremañ!. Audience: Houou! Bouh! Houou! Hou!.
Spirulina: RELEASUS KRAKENIS!. Sound: Wwwloo!. Ploudouf!. Writing: 6225. Mayor of Komona: Brav! Galloudek! Da gentañ emañ Spirulin bremañ! Koriandrez, deoc'h-c'hwi!. Spirulina & Durian: Tap. Audience: Stlak. Coriander: MORTUS REDITUS!. Sound: Groowooo!. Writing: 2023. Mayor of Komona: A, war a hañval aet eo ar skeledennoù er-maez a c'hiz… Tro hor Safran kaezh eo!.
Saffron: Grrr! N'eus ebet a ober gwashoc'h eget Spirulin-se! Poent eo ober diouzh ma seizh gwellañ!. Tec'h, Gwennfri!. Sound: Frrrshh!. Frrrshh!. Krchh !. Truffel: Mia!. Saffron: SPIRALIS. FLAMAaaaaaaa!. Sound: Frrroooochh!. Ziiiiiiiiiiip. Frrrh!. Bañw!. Saffron: ?!!. Sound: Frrrh!. Frrrh!. Saffron: Iiiiiiiiii!!.
Saffron: Nann 'at… Mezh din!. Audience: Stlak. Saffron: ?!. Writing: 14 849. Pepper: Tap. Lord Azeirf: Tap Tap Tap. Writing: 18 231. Mayor of Komona: Mar plij ganeoc'h, mar plij ganeoc'h! Chomit peoc'h! Shichimi ha Koriandez zo skarzhet!. Abranwenn, Spirulin ha Safron a yelo d'ar gourfenn eta!.
Mayor of Komona: Dimezelled, prest oc'h evit an amprouenn ziwezhañ?. Deoc'h da c'hoari!. Writing: 15 703. 19 863. 13 614. Audience: Stlak. Sound: Poum !. Pepper: Dislavarout a ran kement am eus bet lavaret war ar reizhad-se.. Lord Azeirf: Tap Tap Tap. Narrator: - ECHU -.
Credits: 05/2017 - www.peppercarrot.com - Tresadennoù & Senario : David Revoy. Gwellaat an divizoù: Nicolas Artance, Valvin. Diazezet war bed Hereva faltaziet gant David Revoy gant degasadennoù Craig Maloney. Divankañ gant Willem Sonke, Moini, Hali, CGand ha Alex Gryson.. Meziantoù: Krita 3.1.3, Inkscape 0.92.1 e Linux Mint 18.1. Lañvaz: Creative Commons Attribution 4.0. Pepper&Carrot zo frank penn-da-benn, mammenn digor, ha sponsorizet a-drugarez da vesenerezh al lennerien. Evit ar rann-mañ, trugarez d'ar 864 Mesen:. C'hwi ivez, deuit da vezañ mesen da Pepper&Carrot e www.patreon.com/davidrevoy.