Header
Title
Rann 12: Renkañ a-raok ar goañv
Translation: Stefan Carpentier.
Rann 12: Renkañ a-raok ar goañv, Page 1
Cayenne
Drammoù dirollañ da c'hoarzhin,
drammoù pezh-blevad,
dramm boulloù flaer,
dramm drant-ha-seder,
dramm mogedennus...
... ha kement zo!
Pepper
Gouzout a ran: "Ur-gwir-sorserez-a-Gereustl ne-dle-ket-ober-seurt-drammoù".
Sound
Kling Klang Klong
Cayenne
Ya. Ha kalz gwelloc'h eo evel-se.
Dav eo din mont da varc'had Komona. Kement-se holl a dle steuziañ kuit ganit e-keit ne vin ket amañ; Trist e vefe ma c'hoarife ebeulien vihan gant an traoù-se.
Rann 12: Renkañ a-raok ar goañv, Page 2
Pepper
Steuziañ kuit? Aes! Youc'hou!
Sound
Ziooum!
Pepper
C'hwitell!
Douarañ holl ?! Kemer a ray eurvezhioù hep komz eus ar c'hlogorennoù da'm daouarn!
Sound
Poum
Rann 12: Renkañ a-raok ar goañv, Page 3
Pepper
"Hag arabat ober gant an hudouriezh dreist-holl. Ne ra ket ur gwir sorserez a Gereustl gant an hudouriezh evit labourioù pemdez."
Grrr !
CARROT! Seizhvet levr a Gereustl: "ar C'herc'hellveazioù"... ...diouzhtu-dak!
Ec'h an da ziskouez dezhañ petra eo ur gwir sorserez a Gereustl, d'ar c'hozh vida-se!
Sound
Tam Tam
Rann 12: Renkañ a-raok ar goañv, Page 4
Pepper
GURGES ATER !
Sound
VROOoooooooooo
Cayenne
... Un toull du a Gereustl?!...
Pepper
?!
Cayenne
... Evel-se e komprenez: "arabat ober gant an hudouriezh"?
Pepper
... Eee... Ne dlefec'h ket bezañ war ar marc'had?
Cayenne
Nann 'vat! Ha gant gwir abeg; n'eus ket tu da'z lezel hep na vefes dindan evezh!
Rann 12: Renkañ a-raok ar goañv, Page 5
Sound
wooowoowoowoo
Cayenne
Tolz teusk! Kerc'hellvaez orgemmel gwan! Re vihan eo an amestez kelc'hiek stabil diwezhañ zoken! Tra ma vefe bet plaen an traoù gant un dremmwel-an-darvoudoù un neudenn brasoc'h!
Sound
Bam
wooowoowoowoo
Cayenne
?! Ha setu : Hogos pep tra zo o vont da gerc'hellañ en amestez stabil pe er poentoù Lagrange hag o vont da gendelc'her da nijal tro-dro.
Carrot
...Ha sell 'ta.
Rann 12: Renkañ a-raok ar goañv, Page 6 title=
Rann 12: Renkañ a-raok ar goañv, Page 7
Pepper
!!!
Cayenne
!!!
CURSUS ANNULATIONUS MAXIMUS!
Sound
ChKlak!
Narrator
- ECHU -
Credits
10/2015 - Tresañ & Senario : David Revoy
Rann 12: Renkañ a-raok ar goañv, Page 8
Credits
https://www.patreon.com/davidrevoy
Pepper&Carrot zo digoust, mammenn-digor, ha sponsoret a-drugarez da vesenerezh al lennerien. Evit ar rann-mañ, trugarez d'ar 575 Mesen : Lanvaz: Creative Commons Attribution 4.0 Mammennoù : e www.peppercarrot.com Meziantoù : ar rann-mañ zo bet treset 100% gant meziantoù frank Krita 2.9.8, Inkscape 0.91, Blender 2.71, GIMP 2.8.14, G'MIC 1.6.7 war Linux Mint 17
C'hwi ivez, deuit da vezañmesen Pepper&Carrot evit ar rann a zeu war
Become a patron Read 51 comments.
arrow navigation